Pan (doue)

Uhelvos d'an doue Pan, er Palez Nevez, e Roma.
Pan o kelenn d'e eromenos, ar mêsaer yaouank Dafnis, penaos seniñ fleüt (IIvet kantved). Delwenn roman marmor, savet diwar un delwenn hellazat gant Heliodoros (IIIe-IIvet kantved kt JK). Dastumad Farnese, Mirdi broadel an hendraouriezh, e Napoli.

Pan (Πάν; genitiv: Πανός; e gregach, « holl ») e oa doue ar vêsaerien hag o chatal, ha hini an natur en he fezh (holl) e mojennoù Hellaz kozh. Klotañ a ra gant an doue roman Faunus.

Kerniel, divhar, ha penn a-dreñv evel re ur c'havr en deus, evel ur satir. Alies e vez heñvelekaet ouzh Fanes pe Protogonos. Er relijion orfek eo an doue nemetañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne